Sgt. Pepper's Lonely Hearts Club Band (albom)

Sgt. Pepper's Lonely Hearts Club Band (albom)
Albom gant The Beatles
Golo

Bro Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet
Embannadur 26 a viz Mae 1967
Enrolladur Studioioù Abbey Road & Regent Sound, Londrez
Pad 39:36
Produer George Martin
Label Parlophone
Albomoù The Beatles
Revolver (1966)
Magical Mystery Tour (1967)

Eizhvet albom ar Beatles eo Sgt. Pepper's Lonely Hearts Club Band, embannet d'ar 26 a viz Mae 1967 er Rouantelezh-Unanet. An albom kentañ savet goude paouez gant an troiadoù an hini eo ha mont a ra pelloc'h c'hoazh war-zu doareoù nevez da skrivañ, seniñ hag enrollañ kanaouennoù. Nevez eo an doare da sevel ar golo, leun a livioù hag gant tresadennoù un aridennad tud vrudet. Tost a-walc'h eus goulennoù an amzer emañ hag ur rakwel eo eus Hañvez ar Garantez o tont.

Krouidigezh Sgt. Pepper's Lonely Hearts Club Band zo bet evit McCartney un doare da stourm a-enep an dic'hoant savet goude paouez an troiadoù hag an heug savet diwar ar Beatlemania. Gant istorourien ar sonerezh eo lakaet an albom da vezañ unan eus albomoù-meiziad kentañ. Labourat a ra dizehan ar strollad war doareoù nevez da añrejistriñ, da seniñ ha da aozañ ar c'hanaouennoù. Diwar ar memes prantadoù-enrollañ e teu ar single-doubl Strawberry Fields Forever ha Penny Lane, embannet e miz C'hwevrer 1967 da lakaat an dud da c'hortoz : ar wezh kentañ e chome an dud hep selaou un albom gant The Beatles da Nedeleg abaoe 1962. Ne oa ket lakaet an div ganaouenn-se e-barzh ar bladenn avat.

E Breizh-Veur e tremen Sgt. Pepper's Lonely Hearts Club Band seizh sizhun warn-ugent e penn ar rolloù, ha merket eo gant burutelladennoù mat-tre, kement ha ma oa bet choazet gant ar gelaouenn Rolling Stones evel gwellañ albom istor ar sonerezh.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search